en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 21 a viz Eost 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 21 a viz Eost 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

E-pad an hañv ‘zo bet ur veaj dreist-ordinal a zo bet graet àr mor Iwerzhon :

Ur skipailh tud, bretoned en o-mesk zo aet da verdeiñ àr ur vag ag an Xvet kantvet etre Bro Gembre ha Bro Skos, é vevañ él martoloded an Xvet kantved. Brioc eo anv al lestr savet get laer ha koad er blezadoù 90 àr patrom al lestr keltiek Currach. E fin miz Gouhelen o deus achuet ar veaj ha lod ag an akipaj a oa aet da Oslo evit merdeiñ àr ul lestr ag ar mem prantad, met unan Viking ar wezh-mañ, an Drakken. Lestr drakkar brasañ ar bed an hini eo. Vinig Abalan martolod ar Brioc a oa àr an Drakken digwener pasaet pa oa bet goulennataet get Anton Burel. Kinnig a ra deomp an hañvelderioù hag an disheñvelderioù etre an daou vag.

An eizhvet kampionad Lig 1 foot ar baotred ha pevar-ugent a gomansay henoazh get ar c’hrogad etre an Olimpik Marseille ha Racing Strasbourg.

Arc’hoazh ‘vo gwelet Stad Brest àr dachenn Le Mans ha skipailh FC an Oriant àr kani OGC Nice. ‘Benn disul e c’hoariay paotred Stad Roazhon o match kentañ ar blez-mañ doc’h ar PSG. Tri skipailh a Vreizh, hepken, a gemero perzh e kampionad Lig 1 ar blez mañ, FC an Naoned é vout diskennet e Lig 2 e miz Mae tremenet. E peseurt stad emañ an tri kleub breton just a-raok an distro àr an tachennoù ?

Gwendal Kerneiz, Kadvael Jolived ha Bruno Boisrobert a zo doc’h mikro Erwan Blanchard, o zri é harpañ Stad Brest, Stad Roazhon hag FC an Oriant. Henoazh e c’hoariay skipailhoù lig 2 un trivet krogad kampionad : Gwengamp ‘vo àr dachenn Sochaux da 8 eur ha FC Naoned a degemero Rodez.

Da glevet ivez er c'heleier:

-Open IA en deus krouet Chat GPT Teens evit ar grennarded.
-Ur sapre live dreist-marvelezh a gaoz d'ar barradoù tommder.

-Un enkalsk nevez àr chouk Joël ar Skouarneg. 40 tagadenn seksel ha 10 palfors a zo suspedet.

-Paket eo enez Sun get un troc’h dour ouzhpenn bemdez etre 2e ha 6e d'enderv.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio